LIZHER EUS ALJERIA
Er vro-mañ heol ha mein
Lec’h m’eo bev an noz
Er vro-mañ dañs ha daeroù
Lec’h m’eo kuzhet ar vaouez
Er vro-mañ truegezh ha lorc’h
Lec’h m’eo didruet an doueed
Er vro-mañ hag a zo ur porzh ‘soñjan ennoc’h
Bretoned va bro va breudeur estren
Ha ‘glevan goudrout an Istor
War derezioù glas ar mor
A viz even 1975
HEOL ASSIA DJEBAR
An deiz am eus dieubet
Eus e gaoued wervaen
Evel ur stivell vev
Risklet en deus etre va bizied
An noz am eus dieubet
Eus bez ar wagenn
Evel ur vantell glav
Adkouezhet eo warnon
An oabl am eus dieubet
Eus e wele amarantoù
En ul luc’hed lorc’h
Roueet eo nijet kuit
An heol am eus taolet
War leurenn ar bed
Ar skeud a oa ken don
Ma ‘z eo bet harluet
Va c’han skrijet am eus
War dezerzh an Istor
E raita a oa ken didu
En em c’hollet en deus
A viz here 1975
WAR-ZU KAMBR AR GAOTER
Ur skoliad mat e oan, sirius-tre, re sirius zoken – bepred “kentañ ar c’hlasad”, d’an nebeutañ er skol-gentañ hag er skolaj. Goude-se e kemmas un tammig an traoù (a-drugarez d’ar merc’hed!) : setu perak n’em eus ket bet tro d’ober skolig al louarn nemet pa voen c’hwezek vloaz.
Edomp o studiañ en ul lise nevez ha ne oa ket bet savet c’hoazh e holl savadurioù. Gant daou vignon e oamp mennet da “ergerzhout” kambr ar gaoter, en em gave er c’hav dindan ur savadur : posubl e oa peogwir ne oa ket serret c’hoazh an tarzhelloù.
D’un deiz a viz Mae, goude merenn, e-pad ar gentel istor (ar c’helenner-se ne gontrolle ket ar vezanted...), e krogas an troioù-kaer.
E-pad ma oa ur mignon o c’hedal, e teujomp tre gant ar mignon all dre un tarzhell. Adstrollañ a reas ar geder ganimp. Peurglok e oa an deñvalijenn. Tanañ a reas e zirenn penn ar ergerzhadenn, ar c’hoshañ eus hon tri. E-pad pell e heuljomp ur gorzenn vras en un trepas strizh hag izel. A-benn e tegouezhjomp e kambr ar gaoter, leun a vekanikoù, evel troioù-kaer Tintin “War-zu al loar” (da lavarout gwir, e oamp kentoc’h Krokignol, Ribouldeñgn ha Filochar, an tri baotr termaji farsus!). Gant instamatic penn ar ergerzhadenn e oa luc’hskeudennet pep a hini dirak ar gaoter, o vutuniñ ur sigaretenn – ma sigaretenn gentañ... Kement-se a brouje e oa aet an ergerzhadenn betek he fal.
Siwazh n’am eus ket bet ar foto, ha n’ouzon ket pelec’h emañ ma vignoned kozh...
12 a viz Mae 2020